Dont a raio ar poultrenn war ar bank
Dont a raio al ludu war an talbenn
Dont a raio al limon war ar riblenn-straed
Dont a raio neuze pa seblant pep tra bezañ kollet
Ar profilad dir oksidet
Askorn ar skouarneg lidet
Ar pavez marellet gant greunit
Neuze e kouezhio ar poultrenn en-dro
Neuze e nijo al ludu
Neuze e vo skarzhet al limon
Skarzhet e vo roudoù ar c'hanolioù
Roudoù an treid
Roudoù ar grifoù
Distreiñ a raio ar prosesionoù milkrabaned hir
Distreiñ a raio dibunadegoù hir an Impalaz
Distreiñ a raio korzennoù hir an orañjez-outaned
lundi 18 mars 2024
A zeuio ar poultrenn
Inscription à :
Publier les commentaires (Atom)
Tri e oamp.
Tri e oamp. Ar c'halaksienn a gouezho ha me N'eus ken nemet me Tri e oamp. Ar buffl ar rhinokeroz ha me N'eus ken nemet m...
-
Pelec'h emaout o vont d'an draoñienn aloubet gant raden? Petra'maout oc'h ober er straedenn-mañ? Pelec’h emaout o chom a-...
-
Kouezhañ a ran Kouezhañ a ran Kouezhañ a ran Petra eo an druilhad fank-se? Azezañ a ran Aet on da gouezhañ aet on da gouezhañ Petra eo a...
-
E goudor ar pin Kuzhet gant ar skourroù Heñvel a-walc'h ouzh ar melodiom Heñvel a-walc'h ouzh ar c'houc'h kroazus Kuzh...
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire