lundi 13 mai 2024

Pelec'h

 Pelec'h emaout o vont d'an draoñienn aloubet gant raden?
 Petra'maout oc'h ober er straedenn-mañ?
 Pelec’h emaout o chom a-sav en draonienn beuzet dindan ar vrumenn?
 petra a gasez er straedenn beuzet-mañ dindan an toull-bac'h?
 Betek pelec'h e vo kaset roudoù eus an hêrezh?
 Betek pelec'h e tistroio an dourioù war ar riblenn-straed?
 Glav a ra a-benn ar fin
 Flemm a ra a-benn ar fin
 O c'hortoz emañ
 A-benn ar fin, ar c'housk don dic'hlann a-greiz-tout
 Hag a-benn ar fin, ar beurbadelezh hunvreet goustad klouarnet
 Hag a-benn ar fin, ar baradoz eürus a-walc'h

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Tri e oamp.

 Tri e oamp.  Ar c'halaksienn a gouezho  ha me  N'eus ken nemet me  Tri e oamp.  Ar buffl ar rhinokeroz ha me  N'eus ken nemet m...