lundi 6 mai 2024

Klevout a ran

  Klevout a ran ur son spontus
 Ur c’houblad liñselioù da walc’hiñ ha da strinkañ
 Ne c'haller ket gwalc'hiñ gant ar c'hog
 Dre ar c'hanoladur e klevan ur son spontus
 Un daouad mezherioù da astenn ha da sec'hañ
 Hep gallout en em astenn dirak al lez-varn
 Dindan ar c'hombodoù e klevan ur son spontus
 Ur c'houblad mezher da dremen ha da renkañ
 Hep tu da dremen dre ar speurenn
 A-dreñv an nor e klevan ur son spontus
 A-dreuz an dourioù kousket e klevan ur son spontus
 A-dreuz an dourioù kousket en em ro ma c’housk da son ur son spontus
 A-dreuz an dourioù kousket emaon dihunet gant ur son spontus.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Tri e oamp.

 Tri e oamp.  Ar c'halaksienn a gouezho  ha me  N'eus ken nemet me  Tri e oamp.  Ar buffl ar rhinokeroz ha me  N'eus ken nemet m...