E goudor ar pin
Kuzhet gant ar skourroù
Heñvel a-walc'h ouzh ar melodiom
Heñvel a-walc'h ouzh ar c'houc'h kroazus
Kuzhet gant ar gwrizioù
Heñvel a-walc'h ouzh an erer pikant
Heñvel a-walc'h ouzh ar minoc'h malign
Kuzhet gant ar roeñvoù
Heñvel ouzh an orved o tec'hout
Heñvel ouzh ar glazard nerzhus
Tec'hel a ra an ene dre ar c'hig digor
Buan-ha-buan
Buan-ha-buan
E goudor ar pin
Kuzhet gant an delioù gant c'hwezh tin ha lore
Heñvel ouzh ul labous marzhus
An doueed a ra koumoulenn
An avel a vez graet anezhañ gant an dud
jeudi 21 mars 2024
E goudor ar pin
Inscription à :
Publier les commentaires (Atom)
Tri e oamp.
Tri e oamp. Ar c'halaksienn a gouezho ha me N'eus ken nemet me Tri e oamp. Ar buffl ar rhinokeroz ha me N'eus ken nemet m...
-
Pelec'h emaout o vont d'an draoñienn aloubet gant raden? Petra'maout oc'h ober er straedenn-mañ? Pelec’h emaout o chom a-...
-
Kouezhañ a ran Kouezhañ a ran Kouezhañ a ran Petra eo an druilhad fank-se? Azezañ a ran Aet on da gouezhañ aet on da gouezhañ Petra eo a...
-
E goudor ar pin Kuzhet gant ar skourroù Heñvel a-walc'h ouzh ar melodiom Heñvel a-walc'h ouzh ar c'houc'h kroazus Kuzh...
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire