jeudi 21 mars 2024

N'em eus ket ken

  N'em eus divhar ebet ken
 Ma fri am eus c'hoazh
 Er fri ur c'hwitadenn
 N'em eus divrec'h ebet ken
 Ma dent am eus c'hoazh
 Etre an dent ur c'hrisadur
 N'em eus kof ebet ken
 Ma yezh am eus c'hoazh
 Dindan ar yezh ur stokadenn
 N'em eus kein ebet ken
 Ma c'huzhiad zo ganin c'hoazh
 E goueled ar c'hogor ez eus ur racladur
 N'em eus gouzoug ebet ken
 Ma c'hran zo ganin c'hoazh
 E diabarzh ar c'hranenn ez eus ur merzherezh

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Tri e oamp.

 Tri e oamp.  Ar c'halaksienn a gouezho  ha me  N'eus ken nemet me  Tri e oamp.  Ar buffl ar rhinokeroz ha me  N'eus ken nemet m...